C’houi zo oll, Autrone, deus va c’hondition ;
Rac-se-ta me ho ped da gaout ar vadelez
Dont da gotioni evidòn eun nosvez.
Nêm.
Ni a rayo, Mogis, gant ar gondition
Ne achapet qet qüit hep hor permission.
Mogis.
En fe a Chevalier, me en tou var al lec’h
Penos n’en din qet qüit hep ober adieu dêc’h.
Salomon.
Evit bremàn-ta, Sir, me bromet dêc’h hardi
Penos e respontomp fennos evit Mogi.
Charlamagn.
Evessait petra ’ rit, me ho ped, Autrone ;
C’houi deu da angaji hoc’h oll vad, ho pue
Evit eun den mechant a ranqer da grouga ;
Rac-se, mar da d’e hent, c’houi bêo evitâ.
Richard a Normandi.
Ar gonditionou a ra ar marc’hajou :
Ar pez zo grêt zo grêt, ni zo cotionou.
Mogis.
Me ho ped, Charlamagn, pa òn cotionet,
Grit ma em bo fennos goele mad da gousqet.
Charlamagn.
Penos ! ha possubl ve, sorcer fall didalve,
E ves c’hoas qen hardi da c’houlen eur goele !
Mogis.
Pa ne meus da veva nemet un nosvez mui,
Me lavar dêc’h hardi e rancàn reposi.
Charlamagn.
Me rêi did reposi sur fennos, cos traitour,
Mes ebars eur goele ha ne vo qet re flour.
Qerc’hit din prontamant ar chadennou houarn,
Ma vezo garottet e dreid hac e zaouarn,
Ha neuze ’ vo staguet amàn ouz eur pillier,
Ma cousqo deus e za, p’en deus c’hoant da ober.