Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/323

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
313


Olier.

Laqit ho curunen, va Roue, m’ho suppli,
Ha me a rento dêc’h en ho pouvoar Mogi.

Charlamagn.

Ha c’houi vo, Olier, fidel d’ho promesse ?

Olier.

Bremâ-zouden vantant c’houi ’r güelo, va Roue.

Sortial a ra, hac ec’h antre qerqent
gant Mogi, en eur lavarat deàn :


Avancit ho paziou, Mogis, mar plij ganêc’h,
Rac ar Roue ’n deus c’hoant lavarat eun dra dêc’h.

Mogis.

Me meus aon, Olier, ez oc’h eun affronter ;
Trahisset òn ganêc’h, me vel ze bremàn sclêr.

Olier.

Me ne meus, va mignon, netra dêc’h promettet
Na meus fidelamant laqet prest en effet.

Charlamagn.

Ah ! anchantour Mogis, cetu accomplisset
Eun dra hac am boa sur pell a zo deziret :
Eru ê an amzer bremàn, magicien,
Ma rin-me da grouga evel eun anduillen.

Amàn e qemer ar Roue e gurunen.


Mogis.

Me ho ped, Charlamagn, lezit ho courdrouzou,
N’int mat nemet evit sponta bugaligou,
Evit qement a rit o c’hourdrouzi bremàn,
Me a velo varc’hoas qent sav eol Montoban.

Charlamagn.

Na ri qet, me en tou, den fall ha cos sorcer,
Rac me rayo expres ma vi crouguet embêr.
Ne ouffen davantach da zouffri en bue ;
Me tisco da ziscar pavillon ar Roue.

Mogis.

Me lavar franchamant e bars en bêr gomzou :
Ne spontàn qet nemeur eus ho contadellou :
Renod a lavaro assur gant güirione
Penos ne gredjoc’h qet va c’hrouga var an de.