Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/313

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
303

Hac en deus, ouspen ze, roet eun tol troad din ;
Qementse en deus bet grêt din-me difunin.

Mogis.

Ah ! Boyard, marc’h vaillant, meulet ra vo Doue
M’en deveus bet crouet eul loen eveldout-te.

Richard.

Me zònje ho poa crenn ancoêt ac’hanon ;
Ar vech-mâ, mardouchic, ez ê bet tom varnòn.

Guichard.

Mui hor boa a zourci ac’hanoc’h eguet se.
P’hon eus grêt hon affer, me ho ped, Autrone,
Demp oll joaüssamant da gastel Montoban :
Ne c’honeomp netra evit chom mui amàn.

Richard.

Birviqen ne oufen rêy dêc’h-u da gredi
Peguement a zebat hac eus a fachiri
Zo entre ar Roue hac oll dud ar pales.
Me gred balamour din e maint oll goal dies,
Rac an Tadou a Franç o deus o fossubl grêt
Evit clasc ar voyen ma vijen delivret.
Rac-se e fell din mont secretamant en quær
Evit trugarecât Salomon hac Oger,
Da assuri anê n’en dòn qet bet crouguet :
O clêvet qementse e vint rejouisset.

Alard.

Goell hardi oc’h, Richard ; dioüallit gouscoude
Na goessac’h c’hoas eur vech en pouvoar ar Roue.

Renod.

P’en deus c’hoant da vonet, me lezo aneàn,
Dalit eta va c’horn, ha mar bezit en poan,
C’hoezit ennàn ervat evit rêi ar signal,
Ha ni en em gavo neuze ganêc’h ractal.

Richard.

Arça, banier Ripus a meus c’hoant da gavet,
Ma tromplin ar Roue hac e oll Baronet.
Orsus me ya bremâ ; rac-se, va breur Renod,