Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/292

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
282


————


Eilvet Dialog.

Renod a antre gant e dud, hac a lavar :

Na pelec’h ê manet Roland an den gaouyat,
Ne deu qet d’am c’havet d’êchui ar gombat ?
Dizesperi a ràn, n’ellàn mui gant arrach,
Pa ne gavàn nep den da exerc va c’hourach.
Mes me a glêo êru eure d’am recrei :
Cavet a meus anfin unan d’am amuzi !...

O hanaveout Yon gant Salomon, e lavar :


Ah ! den abominabl, glouton fall Salomon,
Discroguit, mar qirit, eus ar Roue Yon,
Pe gant va flamberje m’ho qartiero bremâ,
Rac c’houi n’en doc’h get dign hepqen da douch ountâ.

Salomon.

Pa fell dêc’h e gavet, ni er roy dêc’h, Renod ;
Ne zònjit qet penos e vemp-ni sur qer sod
D’en em laqat en poan evit eun den traitour.
En em dennomp, va zud, pa n’hon eus qet sicour.

Renod da Yon :

Ah ! Roue disleal, traitour fall milliguet !
Aroc m’hor boa-ni bet ac’hanout sicouret,
E voas deut d’hon livra d’ar Roue eus ar Franç :
Bremàn e po ar groug evit da recompanç.

Yon en em strinq d’an daoulin hac a lavar :

Ah ! va breur qer Renod, me deu d’en em rentâ :
Mervel a dleàn sur dre ’r maro cruella ;
Rac-se, me ho suppli, tennit prest ho cleze,
Ha grit din, dre ho torn, êchui va bue.
Ia, hastit buan da zont d’am finissa :
Eun den qer fall ha me ne dle pelloc’h beva ;

Renod.

Pa velàn ac’hanoc’h oc’h anaout ho fot,
E meus truez ouzoc’h, dre va fe a Renod.