Ni hon eus güelet calz eus ho seurt friponet ; Beuvet. Torret ê ar reglen eus va faciantet : Eur Zoudard da Beuvet o tostât ouz Lohier. Me a grogo ennàn, Autrou, pa gommandet. Lohier. Mar deues bete ze, en em gavi trompet : Lohier e laz gant un tol cleze. Beuvet. Venjanç ! va zoudardet, demeus an insolant Lohier. Poc’h eus c’hoant combati, vo ret ho contanti ; Beuvet. Me a dou dêc’h, Lohier, en despit d’ho fureur, Treuzi ’ ra Lohier gant eun tol cleze. Lohier, beuzet en e voad ha prest da vervel. Ah ! vil muntrer Beuvet, scòet òn em c’halon : Mervel a ra. |
Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/27
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17