Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/264

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
254


Mogis.

Me ho trugareca deus hoc’h offr, Autrone,
Hac òn contant meurbet demeus a guementse.
D’an armou ! tud vaillant demeus a Vontoban ;
Deut buan d’am c’havet amàn bras ha bian.

Regnier, gant oll drouplou Montoban.

Petra zo a neve ? lavarit din, Mogi.

Mogis.

Allas ! trahisset int, sivoas, va c’hendervi.
Ma n’en dint oll maro, e medint en danjer ;
Rac-se demp d’o zicour, me ho ped, va zud qer.

Fosson.

Demp buan o bete, me ho suppli, Mogi ;
Ezom zo ac’hanomp, hervez ma màn ’r c’hoari.

Mogis.

Tec’hit dirac va faç, Goustard, gant dilijanç ;
Me rêi staga Yon ha c’houi eus eur potanç.

Goustard a zorti. Mogis, var Boyard, a ya
gant e arme da Vocouleur.


————


Unnecvet Dialog.

Renod hac e dud a antre, hac a lavar :

Lêzet omp en repos eun nebeudic bian ;
Calz a vad a rêi demp qemeret hon alan.
Hoguen, va breudeur qèr, m’ho ped n’em breparet ;
Pa zònjfomp nebeuta e viomp attaqet.

Alard.

Ma carfac’h-u, Renod, distrei da Vontoban,
Da guerc’hat hon arme d’hon delivra bremàn,
Ni a rêyo moyen, qeit ha ma voc’h absant,
Da zont d’en em difen vigouriusamant.

Renod.

Birviqen n’ho qüittàn, credit, va breudeur qèz :
Ret e vo demp beva pe mervel assambles ;
Entre vo eur strill goad ebars va goaziet,
Ne güittàn ac’hanoc’h, eus se bet assuret.

An enemiet a deu c’hoas da vugale Emon.