Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/262

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
252

Mar hon eus-àn collet, ennes zo eur maleur !
Én voa deus hor pêvar assur ar vaillanta ;
Mes mar dê qemeret, ne allin mui beva.

Guichard.

Allas ! m’er güel eus traon var an douar a blat !
Maro ê a meus aon... Beuzet ê en e voad !

Renod.

O fortun detestapl ! va Doue, pez maleur !
Me meus aon oc’h blesset marvelamant, va breur.

Richard a zalc’h e vouzellou en tre e zivrac’h, hac a lavar :

Ne oufen qet beva, p’am be calon houarn :
Cetu va bouzellou oll entre va daouarn,
Hac evit qementse e meus recompancet
Nep en deus ac’hanòn evellen goal-drêtet :
Ar superb Ganelon a zo bet va ancou ;
Cetu-én astennet ental va zalonou.

Renod.

Oh ! Chevalier vaillant ! coll a ràn va speret,
Pa velàn ac’hanoc’h evelse massacret.
Mac’h alfen, va breur qèz, souffr ho poan evidoc’h,
Me er grae joaüs hep arrêti pelloc’h.
Deut entre va divrac’h, me ho ped, va breur qèr,
M’ho touguin var ar roc’h da guemeret an êr,
Da c’hortos ma vo grêt ar separation
Dre eur maro cruel entre mibien Emon.

————

Decvet Dialog.

Goustard a lavar outàn e-unan :

Va c’halon bars em c’hreiz a fraill gant ar glac’har,
O sònj en drahison a rêr var an douar.
Hac ar pez a ra din detesti aneàn,
Ê ma meus sicouret, sivoas, ober unan ;
Nonpas sur evit güir dre va c’honsantamant,