Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/241

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
231

Ma heuillit va avis, me lavaro hep mez,
Na refoc’h qet seblant a c’hourdrouzou Charles,
Qeit a ma vo Renod hac e dud en bue,
Ne vezoc’h qet goassoc’h, credit se, va Roue ;
Ha memes oblijet oc’h ive d’o zicour,
Dindan boan da vea disleal ha traitour.

Ar C’homt Anton.

Me a lavaro dêc’h, Autrone, gant rêson,
Peagoulz ec’h allit asista hor mignon :
Er zicour a ellit, me lavar dêc’h penos,
Pa n’en doc’h qet ive interesset er gaus ;
Mes mar be eun affer eus ho propr interest,
Ec’h allit en instant en em denn a boan prest.
Ni zo interesset en ze coulz ha Renod :
Chom en poan evit den a ve demp eun dra zod.
Rac-se ta, va Roue, me a zo avis dêc’h.
Na chomfec’h evit den er bed ebars en bec’h ;
Tachit rêy e c’houlen buan d’an Ampereur,
Hac ho qaro bepret fidel evel eur breur.

Ar C’homt d’Anjou.

Anfin, coulz ê abred evel a ziveat ;
Perissa a ranqont, ze a ouzer ervat :
Coupabl ê sur Renod laza ’n tî ar Roue
E niz prop Bertelot dre eun tol lachete.
Evit se n’en dint qet en em humiliet,
Mes en em laqet int evel tud revoltet
Da zerc’hel daouzec vla ha davantach brezel
D’ar Roue Charlamagn zo o Frinç naturel.
N’eller qet lavarat certen gant güirione,
Peguement int coupahl en andret ar Roue.
Rac-se me a ro dêc’h avis mat evit se,
Penos ne dleit qet ober difficulte
Evit renta mibien Emon d’ar Roue Franç ;
Rac mar daleit c’hoas, neus mui a esperanç.