Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/224

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
214

Dont hed un heur ganén er c’hoad da chasseal ?
Neuze gant plijadur ni zeuy a ziabel
Da gonsideri pis fondamant ar c’hastel,
Da c’hout ha ni velo en eun tu an andret
A ve ar facila evit e guemeret.

Olier.

Lavarit din, m’ho ped, Autrou ar Prinç Roland,
Ne ve qet re hardi qüittât hon rejimant ?
Marteze hon absanç a ve caus da c’hoarvoud
Eun dra dreist-ordinal a rafe demp hirvoud.

Roland.

N’ho pet morc’hed ebet, va mignon Olier,
Amàn eus Autrone courajus ha fier,
Hac a deuy da zifen fidel hor pavillon :
Me ro dêc’h ar garg-se, Fouqes ha Ganelon.

Ganelon.

Autrone generus, mar fell dêc’h pourmeni,
Evit fet qementse ec’h allit mont hardi,
Rac ni laqai eves etro pad hoc’h absanç
Ne êruo nep troubl gant an arme a Franç.

Olier.

Deomp da ober eun dro eta, va c’hompagnon.

Ripus.

Ha ni, demp, Autrone, ive d’hor pavillon.

————


Trivac’hvet Dialog.

Renod, e Vreudeur, Mogis hac o zud.

Renod d’e bried :

Salud, va fried qer, ha dêc’h oll, va breudeur,
Êru omp c’hoas er guêr dre c’hraç hon Redempteur ;
Ha grêt ganemp eun tol zo da gomz aneàn :
Seit curunen Charles em pouvoar ar vech-màn.
Pa velit-ta anêi me a zonj er c’hredfet ;