Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/219

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
209

Ia, pa rofec’h din goennou ho taoulagad,
Me a meus coulz ha c’houi ezom deus eur marc’h mat ;
Rac me a zo Renod, ha Boyard ê va marc’h,
Me a meus goneet ho curunen avoalc’h.
Me zispenno anei da bêa soudardet
Da ober dêc’h brezel ha d’oc’h oll Baronet.

Renod a achap gant ar gurunen.


Charlamagn.

O va zud ! saillit oll varlerc’h an den mechant ;
Mar mir va c’hurunen, me a varvo presant.

Mont a reont var e lerc’h.


Idelon.

Achappet ê Renod, an den fall inhumen !
Me gred ê an diaoul a zo eus en douguen.

Charlamagn.

Oh ! den abominabl, execrapl hac impi !
Birviqen ne vouijes muioc’h va offanci
Evel a c’heus-te grêt bremàn, den disleal,
Pa c’heus din-me laeret va c’hurunen royal.
Evidòn-me a ell detesti va maleur :
Me garje birviqen ne vijen Ampereur.
Evit ma ne gavàn eure d’am chonsoli,
Me a gred e varvin gant arrach ha furi.

Roland.

Va Eont Ampereur, mignon ar Francisien,
Hac Impalaer güirion var ar bobl nobl Romen,
Confortit ho calon humblamant, me ho ped.
Mar dê ho curunen gant Renod anlevet,
Biscoas ne goustas sur eun hevelep outrach
Qen qer d’ar bobl a Droa, a Rom hac a Gartach,
Vel ar gurunen-ze m’en assur da Renod.
Daouest peguen fur ê, en deus grêt eun tol zot,
Pa ê n’em deguiset evit hon affronti.
Ma vije n’em roet da anavout demp-ni,
Ni er bije miret eus nicun dioute,