Richard a Normandi, ha c’houi, Duc Nêm ive,
It ho taou em reqet var hent bras Orleans,
Hac examinit oll qement a deuy en Franç :
Ha mar güelit Renod na qenebeut Mogis
O tostât da Baris, roit din prest avis,
Ma clasqfomp ar voyen evit o c’hemeret :
Qen e vint em pouvoar ne vin qet divorc’het.
Richard a Normandi.
Pa blij se ganêc’h, Sir, hon deputit da ze ;
Ni en em acqüitto gant peb fidelite ;
Rac me er promet dêc’h : mar deu mibien Emon
D’ar guær eus a Baris er seurt occasion,
Ni a voerzo dêze o amzer dremenet ;
Rac sur mar baleont e vint anaveet.
Nêm.
Gant ho cònje-ta, Sir, ni ya d’o c’hevridi,
Da c’hout ha ni allo rancontr hon enemi.
Charlamagn.
Oger ha Salomon, c’houi yêl da benn al lis,
Hac evel tud prudant deut da ober justiç.
Arabat e ve grêt trichiri da nep den :
D’an nep e goneo, roit va c’hurunen ;
Disqüezit din ervat piou en deus caera marc’h,
Ma prenin aneàn, pa ve din qer avoalc’h.
Oger-Danoa.
Ni a rêi qementse sur, Sir, en ho reqet.
Charlamagn.
Demp d’en em brepari, m’ho ped, va Baronet.
————
Pêvarzecvet Dialog.
Richard a Normandi ha Nêm.
Nêm.
Bremàn pa omp êru en hent bras Orleans,