Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/163

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
153

En qichen eur feunteun, hac int oll disarmet ;
Ha ni sailla varne evel chass arrajet,
En esper, hep combat, allout o c’hemeret.
Ma commanças neuze qen terrubl ar melle,
Ma zeus lazet nombr bras a dud a bep coste ;
Hac evit, Ampereur, parlant en abreje,
Ne zeus chommet den beo a dud va bugale
Nemete ha Mogis, pere zo achappet :
Birviqen ne alfomp donet d’o c’hemeret.

Charlamagn.

Da eun all, Duc Emon, ê dêc’h conta fablou ;
Manific ec’h ouzoc’h ober almanagou.
Oll dud ho pugale, hervez c’houi, zo lazet !
Ha ne allec’h-u qet donet d’o c’hemeret ?
Ia, cos affronter ! m’el lavar d’ho tespet :
Ma vijec’h bet fidel en ho commission,
E voant prisonerien hirio em bastillon.

Emon.

Ha c’houi certifife ar pez a leveret,
Em be va bugale en nep tra espernet ?
Mar deus nep den abet a voa eno presant
A lavarfe control, a ve eun insolant.
Nan, ne dalfe qet, Sir, flattal dêc’h ar c’hartou :
Mui a scouarn a roit da galz a voal-dêodou,
Da eul lod poeltronet a zo en ho pales,
Eguet d’an nep o deus exposet alies
O c’horf hac o madou evit ho servicha.
Me lavar dêc’h güirion, hep aon deus a netra.
Ouspen ze, me lavar : pell zo meus clêvet mat
Ne ve nep avantach e servich tud ingrat.
Me meus, en ho reqet, banisset va mibien,
Ha trêtet aneze evel güir besterdien,
Ha grêt va oll effort evit o chemeret,
Ha c’hoas e lavarit e meus-int espernet !