Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/147

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
137

Hac ar sorcer Mogis, mar gallomp en attrap,
A vo ive crouguet, hep cavet nep achap.

Hernier.

Ebars er basse-cour emâ ar C’homt Samson
Hac e zaou Ecuier, am c’hlêvo, a meus aon,
Hac ebars en donjon e màn ive Mogi ;
Mar santont ac’hanomp, e vo tom ar c’hoari.

Arme ar Roue a antre er c’hastel gant e
drompillou ha tabourinou.


————


Pemzecvet Dialog.

Mogis a zaill eus e vele hac a red da gambr Renod.

Va c’hendervi Renod, Richard, Alard, Guichard,
Possubl ve e varvfec’h evel pêvar couard !
Qemerit hoc’h armou, deut buan gané-me ;
Cetu leun ar c’hastel eus a dud ar Roue.

Ar pêvar mab Emon a lamp var o armou hac en em bresant.


Renod.

Ha possubl ve penos e ve nep trahison ?

Mogis.

Cetu tud ar Roue dija mestr en donjon.

Renod.

Cetu ni trahisset bremàn, va breudeur qèr :
Goassoc’h ê eun traitour eguet nê Lucifer.

Richard.

Disqennomp prest d’an traon da gaout hon enemi ;
Ha pa vent nombrussoc’h, ni rêi dê reculi.

Renod.

Ah ! traitourien infam ! n’en domp qet c’hoas lazet ;
Mes ne dê qet ho faut, tud fall ha milliguet !

Galeran.

En em dennomp ac’hann, p’otramant omp maro ;
Me ya da guerzat qüit, deut an nep a garo.

Tud ar Roue, nemet Grifon hac Hernier, a zorti eus ar c’hastel.
Renod hac e vreudeur a boursu anê.