Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/117

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
107

Ha dre ma voant fatic, e teujont da repos
En qichen eur feunteun evit tremen an nos.
Pa voant disourcia demeus o enemi,
Ec’h êruas o zad eno d’o attagi.
Allas ! evit eno e voent crenn revinet,
Rac lazet e voe dé souden o zoudardet.
Pa voe lazet o zud, dévet o oll vadou,
E ranqjont habita neuze ar forestou,
Ma voant gant disfortun neuze qen reduizet,
Nemet griou louzou n’o devoa qén da voued.

An histor a rapport er spaç eus a seiz vla
E voe mibien Emon en extremite-mâ.
Anfin n’em resolvjont gant poan da vont d’ar guêr,
Vit bea soulajet ebars en o mizer.
N’en em arrêtàn qet ; me lès se da dremen,
Da gomz dêc’h a c’hlac’har ar vam hac ar mibien
Pa deujont d’en em gaout an eil gant eguile.
C’houi velo ze embêr amploc’h, gant graç Doue.
P’oe n’em raffrêchisset ar pêvar mab Emon,
Ec’h ejont d’ar Gascogn da gaout ar Roue Yon,
Da ober offr deàn d’e zervicha ervad :
Yon o recevas gant joa en e c’hraç vad.
Bras e voe ar zervich da Yon a rentjont,
Rac ar Sarazinet a Vourgogn a chacheont ;
Hac evit recompanç deus o fatig ha poan,
E roas Yon dê castel caer Montoban.
Biscoas Chevalierien ne zeus bet, me gred se,
Er bed-màn qenlies en danjer o bue
Vel ma voe ar re-màn ; ha gouscoude bepret
E voant victorius var o enemiet.
Anfin, Compagnunez, e yàn da zortia ;
Rac ven importun o comz re hir amâ.
Me bed ho madelez da zont d’am excusi,
Ma na meus qet gallet plijout d’ho fantazi.