Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/103

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
93

D’en em glêm dirazoc’h deus a varo va breur.
Eun dra goal horrubl ê dont da gonsideri
Penos eun Ampereur qen vertuus ha c’houi
En deus lêzet laza va breur dre drahison,
A deue d’ho servich deus a greiz e galon.

Charlamagn.

Qementse zo bet grêt gant justiç, Duc Emon :
Biscoas den ne lazas den all dre drahison,
Ne ranqas perissa dre drahison ive :
Ar pez zo tremenet ne gomzomp mui a ze.

Ar Pêvar Mab Emon a antre ha Renod a lavar :

Bonjour dêc’h, Ampereur, ha c’houi, Tadou a Franç ;
Me reqet bepret dêc’h peb seurt rejouissanç.

Charlamagn.

Ha dêc’h, Chevalierien, ive pareillamant ;
Me a meus evidoc’h eur garante ardant.

Richard.

Mar carjac’h ac’hanomp, Ampereur Charlamagn,
M’el lavar hardi dêc’h, hep ober nep bargagn,
Ne souffrjac’h qet laza va eont qer Beuvet,
A deue d’ho servich gant daou-c’hant den armet ;
Rac-se ho conjuromp da renta demp rêson
Ha c’houi c’heus consantet ive d’an drahison.

Grifon, Tad a Franç.

Ha te a felfe did, insolant iffrontet,
Tenna nep consecanç deus a varo Beuvet,
A vassacras Lohier ebars en e bales !
En zo lazet ive : bremàn ni zo qittes.

Renod.

O ! me entent bremàn penos e màn an dro :
Lazet ê va eont ; mes eure a bêo.
Grêt òn ganêc’h-u, Sir, dre ho craç, Chevalier,
Rac-se e tleàn dêc’h respet particulier ;
Hoguen me er promet, ha ne vin qet gaouyat,