Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Mari
War don : Kont a Jaffré.
Pa zeûann ken trist dré hô ker,
Na spountit kéd, tûd ar Vouster,
Mé glask va c’hoant, n’ounn kéd eul laer.
Dré-man mé heûliaz aliez
Em iaouankiz eur plac’hik kéz,
Evel eul labous hé farez.
Pélec’h éma ar plac’hik kaer ?
Na spountit kéd, tûd ar Vouster,
Mé glask va douz, n’ounn kéd eul laer.
Gand hé c’hoef digor d’ann avel,
Hî oa é-ghîz eunn durzunel,
Pa’nem zispleg hé diou askel.
Kolled é ann durzunel gher !
Na spountit kéd, tûd ar Vouster,
Mé glask va c’hoant, n’ounn kéd eul laer.