Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Al Liorz
D’ ann otrou Iann ar Bek, kèlenner
War don : Théofilus.
Léz eul liorz dudiuz a oa hanter zigor,
Eur c’hroac’h a lavaré ghîz-zé war doull ann ôr :
« Bokédou zô aman, va doué ! ha frouez !
Ha traou mâd da zibri ha da c’houésa ivez !
« Eul liorz all anavann, allaz ! eul liorzik zû :
Ann aotrou, pa zeûinn, a zigorô diouc’h-tu ;
Evid kousket didrouz eul lec’h don em bézô,
Eunn dén pinvig em harz martézé c’hourvézô. »
— Hoghen eunn dén fur brâz oa ô valé el liorz :
« Da bétra, va mamm gôz, é chomit-hu er porz !
Deuid em liorz, deuit ! me éo ann aotrou.
Mamm gôz, dibrit frouez, c’houésaid bokédou. »
É miz Dû 1837.
————