Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
IV
Hoghen, sellomb uhelloc’h ! Eur béd all a vézo,
Péb-unan diouc’hé ober neûzé en dévézô :
Fall labourer ann hini a gav hé véc’h ré vrâz,
Ha fall gristen ann hini ne oar doughen hé groaz.
V
Evel bugaligou kéz tostêd enn drô d’hô zâd,
Sétu ni holl daoulined enn drô d’é-hoc’h, sant mâd :
Kalz ac’hanomb er vrô-man, kalz ho deûz hoc’h hanô,
Er béd-man hag er béd all bézit gan omb atô.
VI
O sand Alan, sant brô Skaer, stéréden Breiz-Izel,
Lévénez ann élez kaer didan hô diou-askel,
Diouc’h hô kador alaouret ha saved dreist al loar,
Reid eur zell garantézuz d’é-omb oar ann douar,
Da gonforti ar Vrétoned
Ar béden-man em eûz saved,
Skaer, é miz Eost 1843.
————