Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
TÉLEN ARVOR
————
Ann Délen
Dilézed war gherreg ar môr,
Tével a rê an délen aour,
Hé c’horfik hanter zigoret,
Hag hé c’herdinigou torret.
O wélet eunn dizeûr kén brâz
Va c’halon ivez a rannaz ;
Mé gavaz enn han eun nerven,
Hag hi stagaz ouc’h ann délen,
Eur gordennig a garantez ;
Ar ré all a staghîz ivez.
Evit péb oad, évit pép stad,
Bréma zon ar zonérez vâd. —
Sonit, délen ! — Ar Vrétoned
Kalz konfort, allaz ! n’hô deûz ked.
————