Pajenn:Braz Anatole - Textes bretons inedits.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
LA PASSION DE NOTRE-SEIGNEUR
(Ms. de la collection Vallée)


Le Prologue

Re just eo ho canvou. Pe neo dan sujet se
Ezoch quen hirvoudet, allas ! me sou yve.
Mais gortait un neubet me sechin me daerrou,
Neuze dar bobl ha dach, ma gallan, me discleriou.

i, v°.
(Hist. du théâtre celt., p. 406-407.)



MYSTERE D’EULOGIUS
(Ms. de la Bibliothèque nationale n° 28)


Ouz an otronne ar vellien iscus a goullennan,
Mar be ho bollante, quent dont da finnissan ;
Diouzach, tud gentil, ha choui, dimesselet,
Hac ouz ar general quement asso ouz ma clevet ;

Marche

Hac ouz an ol gloer quement asso presant,
Me a goulen pardon hac iscus umblamant ;
Me gret gant an dud fur effeomb iscuset :
Peb hinin an deus groet guellan men deus gallet.

Marche

Ma figemb bet en Rouan pe otramant en Paris
Bet education, effigemb, do havis,
Contantoch don guellet evit nan doch breman.
Nin garrje couls ha choui bout bet o studian.

Marche

Mes na el quet eur goulm, daouist de diovesquel,
Monnet evel an nel na ningal quen uel.
Nin yve pareilliamant na ellom quet choari
Evel ar gloer jauanch asso bet er studi.

Marche

Choaz quent evit finissan me a goullen umblamant
Iscus a voir gallon ouz ar merchet jauanc
Perre bemde evit enem entretenin
A deui da droug coms ahanomb, memes don detractin.