Enem dent prest dious an ty
Pe autromant lech ma query.
Me lar dit na sortiin quet
Hep cavet ar gag so dleet.
An tat pe ar vam a reet din,
Pe un al bennac a dut an ty.
Coz fleryer, ha choas enem arretet,
Pa comsan, na vin quet credet.
Tol a ra dour biniguet. An diaoul a cry. Lorans a lar :
Gortos, me as recompanso, map Sattan,
Evit recompansin deus da boan.
Charny Sacré ! Pellech ehin ?
Fallach, te a ra din detestin.
Mar dan dar guer hep pris abet,
Ehon sur a vout chabistret.
Abrenonsio da Satanas a laran ;
Leret guene ar comso man.
Vade, Vade, map Jupiter,
Renoncet, diaoul, dar manner.
Malles an ol ellemancho
Dide, Lorans, gant da ol comso !
Me dispar foeltro gant ma dent
Quement a queffin voar ma hent.
P. 151-153. (Hist. du théâtre celt., p. 319-320.) |
Me ya deus an eil quer deben,
A doug ma houbli voar ma hain.
Oubli ! Oubli !.........
........... Piou a entend choary ?