Pajenn:Braz Anatole - Textes bretons inedits.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

A vesou da james on boet.
Allas ! Allas ! pive a charse
En tan ardant corf hac ine,
Hep consomin na besan losquet
En tan ru ha milliguet !

P. 163-164.
(Hist. du théâtre celt., p. 304-305.)



VIE DE SAINT LAURENT
(Ms. de la collection Vallée)


Satant parle

Salut dach, prins Orans, e voan o tremen bro,
Ma heo bet chancet din don enno halleo.
Evit nam annafet, me so dimeus o coat.
0 tat em anave, evit ne ra e vap.
Iscus a choullenan mar emeus groet ofans
Bezan het quen hardy da dont de nem avans
Da antren en no touar hep besan goullennet
Ho conge da quentan, evel ma dleet.

Orans parle

Iscuset och, otro, me so o serviger,
Rac me a gret ezoch hunan deus ma mignonet quer ;
Mes, amy, avit o coms, me no annavan quet.
Mar doch dimeus ma goad, o hannou a leret.
Me meus bepret respet evit ma allians,
Ne diansavin den, mar de a ras an noblans.

Satant parle

Abeurs ho mam, otro, eo hon herentiach,
A voa a Eberny, chui a voar se hep flach ;
He breuder a voa ol prinset a baronet,
Bars en suit ar Roue bepret voa ho cavet.
Hon tato a bep tu a voa a allians
Hac enem respete ar re quentan oblans.
Meur a vla so breman a boe ma voan me bet
Er guer a Uscoa, mes breman hon antreet.

Orans parle

O certen a vreman me meus anoudegues.
Clevet emeus coms ahanoch allies.