Mont d’an endalc’had

Pajenn:Braz Anatole - Textes bretons inedits.djvu/16

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Groa da esech ha dar groague
Bean lucsur bepret...
Ne ra james cofision,
Pinigen na satificaxion.
Que prontaman da sacramantin
Pa po debret da dejuni.
Dar sullou ha dar goellou
A dle bout digor franc ar guenou...
Nep ma lesen a observou
Men hep doutans en recompasou
Na birfiquen doanet na vesou
En crais sitern an iffernou.

P. 13-14.
(Hist. du théâtre celt., p. 300.)



Belsibut

Hogon que dam poan ne meus quet,
Rac quemen oll a desiran
A deu guenem oll ar bla man.
En Quernef emeus ballehet
Ha quemen corn eni gafet,
Ive memes dre ar querjou,
Quemen a garan a ran ennou.
Ha men en Quemper Caurantin
Bete mont da Gastel ha lin,
Ha Castel an touas da Gares,
Ehane e teven da Vontroulles
............... ha da Lescornou...
E commansan en Poul friac
Hac ehane e tevan da Blijidi
Hac o quemeran tri ha try...


Mamonat

Dre Spain ha dre an Etalli
Hac yve memes dre Hollandy
E teon guene hep eston
Ma fe, men gret, eur million.
Ha choas na meus quet enno tardet.
Dar Roch em boa hast da vonet :
Pequemen benac ma se bian,
Ehane meus bet ar muan.
Credet mar queret, men lar hep fent,
Poan vras emeus ous ho douguen.

P. 90-91.
(Hist. du théâtre celt., p. 414.)