Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
Cant vla a sou dè tremenet.
A renquet bras ha bian songal
Andurin maro a renquar.
P. 8-9. (Hist. du théâtre celt., p. 296.) |
Lamme parle
Ret eou enta, ma Doue, dillesen ar corf man...
Ha chans an neill (?) trist ous ar vro selestiel,
An douar ous an enf, ar maro ous ar vue etemel...
Le Cort
Allas ! pive as contrain da quitat ma fresans ?
Lamme
Ar lesen favorab Doue oll buissant.
Le Cort
Nen deus quet a scurpul evit on disparti ?
Lamme
E vollante eou ; breman eou poen reposin.
Le Cort
Formet on da vout dit lauguis perpaituel.
Lamme
Toret eou an aret gant Doue eternel.
Le Cort
Pa viom separet, pellech vou eside ?
Lamme
Da gomeret posesion gant an otro Doue.
Le Cort
Pa meus bet lot an drouc, na bo quet ive ar mat ?
Lamme
Chom a ri choas en douar hep cafet da venat.
Le Cort
Mar glean posedin eur voes, lavar di men,
Petra ne dan breman guenit de bosedin ?