Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/66

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
62

Objedou an drouc-ober, pe o dalvoudeguez, ma apparchantont c’hoas d’ar güerzer, a vezo confisqet ; ar poeziou faus hac ar muzuricu faus a vezo ive confisqet, hac ouspen a vezo broustet.

Art. 424. Ma zeo en em servichet ar güerzer hac ar prener, ebars en o marc’hajou, demeus a boeziou all pe demeus a vuzuriou all eguet ar re a zo etablisset dre lezennou ar Rouantelez, ar prener a vezo privet demeus a bep action a enep ar güerzer en devezo e dromplet dre usach poeziou ha muzuriou difennet, hep dommach eus an action public evit ar bunition, qen demeus ar fraudelez-se eguet eus an implich memes demeus ar poeziou ha demeus ar muzuriou difennet.

Ar bunition, e câs a flauderez, a vezo an hini douguet en articl diarauc.

Ar bunition evit implich ar muzuriou ha poeziou difennet, a vezo determinet dre an titr IV deus ar C’hod-mâ, pehini a gonten ar bunitionou a simpl poliç. (Art. 479, 481.)

Art. 463. En oll câsiou e pere ar boan a amprisonamant a zo douguet dre ar C’hod-mâ, ma ne dremen qet ar gaou grêt 25 franc, ha mar seblant ar circonstancou toc’horet, an tribunaliou a zo autoriset da redui an amprisonamant memes da nebeutoc’h eguet c’hoec’h devez, hac an amand memes dindan 16 franc. Ellout a rint ive prononci separamant an eil pe eben eus ar boanniou-se, hep na elfe e nep câs beza dindan boanniou a simpl poliç.

Art. 479. E vezo punisset demeus a un amand a unnec da bemzec franc comprenet :

5°. An neb o devezo poeziou faus pe muzuriou faus en o magasinou, staliou, atelierou pe tiez a