Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/64

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



ARTICLOU CITET EUS AR C'HODOU.
Cod Civil.

Art. 1585. Pa na vez qet güerzet ar varc’hadourez a drac, mes d’ar poez, d’ar gont pe d'ar muzur, ar voerz n’eo qet parfet er sans-mâ penos an traou güerzet a zo e risq ar güerzer bete ma vezint poezet, contet pe muzuret ; mes ar prener a ell goulen pe an delivranç pe dommachou-interest, mar be lec’h, e câz a vanc a execution demeus an angajamant

Art. 1586. Mes, er c’hontrel, mar deo bet güerzet ar varc’hadourez a drac, ar voerz a zo parfet, peguement benac ne ve qet bet c’hoas ar varc’hadourez poezet, contet pe muzuret.

Art. 1617. Mar bez bet grêt güerz demeus a ur madou gant indication deus ar gontenanç da guement-mâ-ha-qement ar muzur, ar güerzer zo obiijet da zelivra d’ar prener, ma er goulen, ar gantite merqet er c’hontrat ;

Ha ma neo qet an dra possubl dezàn, pe ma n’er goulen qet ar prener, ar güerzer zo oblijet da zouffr un diminution e proportion d’ar pris.

Art. 1618. Mes, er c’hontrel, en cas eus an art. diarauc, ma en em gav ur gontenanç brassoc’h eguet an hini exprimet er c’hontrat, ar prener en deus ar choas da fournissa ur supplemant deus ar pris, pe d’en em desista demeus ar c’hontrat, mar deo an nemorant deus a un uguentvet a uz d’ar gontenanç disclêriet.

Art. 1952. An hostisien a zo responsabl, evel depositourien, demeus an effejou digasset gant ar beachourien a loch en o hostaliriou ; depot ar seurt