Al lezen bresant-mâ, discutet, deliberet hac adoptet gant cambr ar pared ha gant hini an deputeet, ha sanctionet ganemp hirio, a vezo executet evel lezen a Stat.
Roomp en qemennadurez d’hon leziou ha tribunaliou, prefedou, corfou administratif, hac oll re all, ma virint ha ma ventenint qement-mâ, ma rint miret, observi ha menteni, hac evit o renta patantoc’h d’an oll, ma raint o fublia hac anrejistra dre oll el lec’h ma vezo ret ; hac evit ma vezo tra ferm ha stabil evit atao, hon eus grêt laqat hor sciel.
Grêt e pales an Tuileri, ar 4e devez a vis Gouere, bloa 1837.
Sinet LOUIS-PHILIP.
Dre ar Roue:
Ar ministr secretour a stat e departamant
al labouriou public, a labouradur an
douar hac a gommerç,
Sinet N. MARTIN (deus an Nord).
Vizet ha sciellet eus ar sciel vras :
A Goard eus a sciellou a Franç, ministr
secretour a stat e departamant ar justiç
hac ar c’hultou,
Sinet BARTHE.