Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/50

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
46

da gommanç ur revolution vras, pehini a chencho calz a gustumou all. Evit güir, lavarit din hac an itronezet, coulz hac ho merc’het yaouanc, ne chenchint james a c’his ?

— Eleal eo ; rac merc’het yaouanc hor gommun a zoug bremâ dantelezou, fichuou, chaliou, mar plich ganêc’h ; ha ne zeont mui en nep lec’h, anez caout ur paraplui, hac alies memes ur mibin evit en douguen, memes en dançou. Graç dê da viana da nonpas touch o beg deus al litr.

— Hac e talc’hont michanç an hanoyou, ar speçou hac ar pris deus an oll draou-se êzet avoalc’h ?

— Oh ! neo qet ret lavarat diou vech dê. Dre se e tesqint hep dale ar system metric.

— Ar c’his e devezo neuze an avantach-se ; mes, ha na elfet qet tenna eus a se un avantach all, en eur laqat ar graguez hac ar merc’hed da zisqi anavezout mad ar poeziou hac ar muzuriou nevez ?

— Muzur o güeledennou, o zavancherou hac o dantelezou a zisqint, n’ho pez neb aoun ; mes evit ho kilogrammou, etc., na ouzòn qet peur e vezo ellet prononci an hanoyou-se en tieguezou.

— En em servicha a reont-ii da viana demeus a boeziou ha balançou ?

— Rar avoalc’h.

— Neuze eta, penos e poezont-ii ?

— A feiz a dost da vad.

— Piou a ampecho anezo da guntinui ?

— En qementse nep difficulte ; mes penos e tremeno an traou e tiez ar varc’hardourien, gant ar fractionou decimal ?

— Amâ, Autrou mêr, abordomp an difficulte ; guelomp anezi a dost. Beza e vezot marteze estonet