Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23

var se oll ; rac guelet a ràn ec'h ouzoc’h tout.

— Tout ? oh ! nan ; mes un nebeudic eus a veur a dra. Lennet e meus meur a levr, hac e meus dalc’het em memor ar pez necessera, hac a zebitàn gant plijadur vras d’an neb a ra din an enor d’am zelaou. Marteze oc’h eus-u ive lennet Simon a Vontroulez, ar Beilladegou, ar Pautr côs Richard, hac al levric bian grêt evit prepari da zesqi anavezout ar Poeziou ha Muzuriou neve, pehini a dle beza bet distribuet er Finistèr hac e Costez-an-Nord, er bloa tremenet.

— Oh ! ia, ha gant plijadur vras, m’en assur.

— Var ze e sònjàn ec’h ouzoc’h un dra benac eus ar Poeziou ha Muzuriou nevé ?

— Un nebeudic. Beza ho pefe-u ar vadelez da zont c’hoas d’o explica din ?

— Ia, gant joa, varc’hoas, e foar Montroulez, ha var blacen ar Marc’hallac’h memes ; rac var ar c’hamp a vataill eo e tisqer ar brezel. Nep na vel an dud nemet el levriou, na studi qet an den ebars an den, a ello comz, scrifa ervad, mes ne yêlo qet e founç an traou ; dre an œuvrach eo e teuer da veza artizan.

— Qen a vezo eta varc’hoas evit hon experiançou.

— Ia, hon experiançou ; ar guella instruction eo.



CHABISTR V.
Demeus a ingalder an instrumantchou a servich da boeza ha da vuzuri.


An deiz var lerc’h mestr Pierrès ne voa qet c’hoas savet pa erruas e vignon eus an deiz arauc d’e guemer evit mont gantàn da evessât var an instruction a voa bet prometet dezàn.