— Da bepini e hini, daccord, mes gant condition da nonpas noazout da vouiriou an nessa. Qent mont pelloc’h, touit din ractal e refot terri publicamant, en eur antreal en ho commun, ho poeziou hac ho muzuriou ancien, pere a zo difennet, abalamour ma zint faus, ha contrel d’al lezen.
— Me en tou dêc’h, eme ar mêr.
— Mad evelse ; rac ar güella sermon, ar güella ordrenanç, eo an exempl ha nonpas ar gomz.
— Torret e vezint, m’en assur dêc’h, rac me zo marc’hadour hed, qeuneud hac amann ; hac ar re all a dleyo ober er memes tra qerqent.
— Ervad a reot : an oll a dle en em gonformi d’al lezen : lennit ar C’hod ; pa brononç ur boan pe un amand, ne lavar qet : hen a hen ; mes nep piou benac a implijo poeziou ha muzuriou na vezint qet conform d’al lezen, pe piou benac en devezo tromplet dre usach poeziou pe muzuriou faus. Dalc’hit ar princip-se evit certen, penos an ingalder deus ar moneiz en em liam stard da hini ar muzur. Pebes confusion, ma rafe pepini e boez, e arc’hant ! ar goad a ruillfe souden e peb marc’hat. Princip fondamantal : D'ar Gouarnamant hepqen ec’h apparchant da etablissa ha da gonservi lealdet ar moneiz hac ar muzuriou.
— Ar güerzer gant faus poeziou a eller, hep lavaret re, comparachi ouz ar fals-moneizier, mar paeer anezàn en arc’hant mad.
— Penos eta, Autrou ?
- Dré ur rêson simpl : mar teuer dre ar faus muzur, da receo pemp dre gant a nebeutoc’h deus a ur varc’hadourez a dalvesse cant franc, ha ma teufet evit e baea, da gonta dezàn uguent pez a 5 franc, e zeo certen mad penos nontec eus ar peziou-ze a