Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13

hac a boez evit ober ar c’hommerç er Finister, e Costez-an-Nord hac er Morbihan hepqen ; mes ivez, penos planta er penn ho deca, ho myria, ho hecto ?

E lec’h ar c’hant hano-se a vuzuriou, eus a bere e comzit, ne meus nemet daouzec, eus a bere ec’h ouzoc'h dija ar pemp qenta, hac an daouzec guer-se a lavaro tout.

— Penos ? pas muoc’h ? Nebeut eo évidomp, ni pere a dle anavezout oll gantoniou Breiz.

— Pas muioc’h, va mignonet. Alon, merqit anê.

Deca, pehini a sinifi dec 10.
Hecto, pehini a sinifi cant 100.
Kilo, pehini a sinifi mil 1000.
Myria, pehini a sinifi dec mil 10,000.

Ar peder sinification-se a gantite a hanver multiplou, rac en eur unani anê pe d’an unite fondamantal, pehini eo ar mètr, pe d’an eilvedou uniteou pere a zo tennet diouto, da c'houzout eo : ar, stèr, litr, gram, e presanter, dre ur guer composet, an uniteou differant-se qen alies a vech evel m’en disqeus an denominatoret deca, dec ; hecto, cant ; kilo, mil ; myria, dec mil.

Un daulennic vian pehini a meus em godel, hac euz a behini e roin copi dêc’h, a zisqeulo en e oll application ar sytem ; ar pez a lavarer d’an daou-lagad dre scrit en em gav atao d’an ezom, elec’h ar c’homzou a nich en ear. [1]

— Cetu aze hac a zo lavaret mad ; mes pere eo an tri guer pere, gant an nao all a ouzomp dija, a dle completi an daouzec guer nevez a ra hoc’h oll affer, hac a rê demp qement a aoun ?

— An tri guer-se a hanver diminutivou.

  1. Taulen ar muzuriou leal en em gav e fin al levr-mâ.