— Na ententàn netra e qementse oll ; ho system, ho natur, ho mètr, a zo gregach evidomp.
— Ma, gregach eta ; mes me ya d’en explica dêc’h evit an ezeta : Dre system ec’h ententer an assamblach demeus a lodennou unanet evit formi un dra hepqen.
— Se zo c’hoas gregach evidomp.
— Anavezout a rit-u labouriou an douarou ?
— Ia michanç, pa zeo güir e talc’homp douarou.
— Neuze e tleit gouzout penos ar memes parc, en ur certen nombr a vloaveziou, a dle beza hadet, pe en melchen, en güinis, segal, qerc’h, güinis-du, patates, pe a un dra benac all. Ar gombineson-se a labouradur a hanver system a regou-an-trevad.
— Compren a rêr se.
— Evelse e lavarer system metric, evit henvel an assamblach eus ar poeziou hac ar muzuriou tennet deus ar mètr.
— Neuze eta, petra eo ar mètr, ha penos e zeo divariant ?
— Qementse na expliqer qet en diou gomz : ret eo dabord compren penos, evit ma vezo loden un dra divariant, ma vezo an dra-se en ur fêçon ne ello qet e-unan chench. Evelse, dre exempl, mar muzurit gorre ho parc gant ur reglen houarn pe güevr, pehini na elfe na cresqi na diminui, e zoc’h certen da gavout just termennou ho parc.
— An draze a zeblant sclêr avoalc’h.
- Dre ar memes rêson eo, evit rei ur muzur d’ar Franç, e zeus muzuret var ur spaç niverus eus an douar, fondamant divariant deus ar vam-muzur, eus a behini e zeo tennet ar muzuriou all, hac a zo hanvet mètr, pe unite naturel, abalamour ma zeo