d’o laqat da gompren ar pez a ententet dre system metric, ingaldet, lealdet a vuzuriou hac a boeziou, hac eus an oll nevezentiou-ze eus a Baris, e pere na ententer netra.
— Ne gredit qet, va mignonet, penos ingaldet ar poeziou hac ar muzuriou a vez un dra nevez en Franç ; ha penos, pell da vrouilla ar c’harculiou, en em gargàn, me va-unan, da zisqeul dêc’h goude e rentont anezo semploc’h.
— Expliqit se demp, ni ho ped.
Amâ mestr Pierrès a gontas dê penos d’ar c’houlz ma commande ar Romanet ar bed oll, muioc’h dre nerz o rêson eguet dre hini an armou, ne voa nemet ur muzur hac ur poez. Se a badas pell-amzer e Franç ; mes pa na anavezas mui an autrone vras autorite ar roue, ar bobl a voe hep protection ; ar pennou bras a eure ar muzuriou d’o c’his, brassoc’h evit receo, biannoc’h evit güerza : beza voe eus a qenlies seurt evel a voa a guestel hac a guæriou. An dizurz-se a rente an echench goal dies, ha danjerus memes evit ar re ne anavezent qet ervad ar rapportchou o devoa etreze : contribui a rejont pell-amzer da zispartia ar brovinçou, ha da ampech commerç madou an douar hac an oll varc’hadourezou all.
— Gouzout a reomp se ervad, eme unan eus an daou varc’hadour.
— Hac e profitec’h eus a se ?
— Ar c’hommerç e voa.
— Credi a rit-u henvel commerç, an traficou mezus-se, ganet eus an dizurzou bras a zizunvan ar Franç ! Ar c’hommerç, va mignonet, a zo un dra gaer ha nopl, pehini a antretien ar garantez hac a dost hac a bell, hac a dlefe beza grêt gant an oll