Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/91

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
63
karante doue


Kerzet gant an Hini a oa, en gwirione,
Ar Vadelez, ar Gwir, an Hent hag ar Vue !

Daoist e d’ez karante oas c’hoaz ’barz an anken,
Na gaves ket reiz awalc’h da hent, da sklerijen…
Neuze eur vam garet, a teus gouelet kement,
Vidout bedas Doue, ma roje d’it da hent ;
Hag ar c’hras a-hent-all oe ive ken dalc’hus,
Ma larjout hep damant : — D’ac’h on, o ma Jezus !

Hep marc’hata pelloc’h ec’h ejout d’ar c’hloerdi,
Lec’h tremenjout d’amzer er beden, er studi…
Eno, evel eun êl, te a oa evurus
O c’hortoz, an devez ma vijez da Jezus ;
Sed hirie digouezet an de ken gortozet :
Beleg out da Jezus… Jezus ra vo meulet !!

Belegout da Zoue ! Laouen, hep keun, seder,
E kwitaez ar bed vit bezan d’ez Salver ;
Pell zo oas o c’hortoz, hirvoudi ’res bemde,
Hirie eo deut da wir hunvre kaer da vue…
Karout, karout Doue ha gonit ineou
A vezo da loden betek fin da zeiou !

Kaerât de, o mignon, ez eo heman d’it-te,
Na gavi ken eun de ken kaer en ez pue !