Perak hirie e kemeret an tec’h
Dirak levriou louz a zav en peb lec’h ?
— … D’e c’houi vo trec’h !
Oh ! zavet eta, zavet ho pennou,
Ennoc’h ’man ine, skoueriou hon Zadou,
O c’henteliou…
Hon zud koz dre-hoc’h o deus bet furnez,
C’houi oa enoret en o ziegez
Gant pep evez !
Pegoulz e teuy c’hoaz o ren kaer dre-holl,
Pegoulz e vougfet al levriou diroll,
A laz an holl ?
Oh ! deut levriou koz, bue zent hon Breiz,
Bue hon Barzed, deut ha deut a-leiz,
Bevet ’n hon c’hreiz !
Deut lutined-noz, deut kontadenno,
Deut tud a vrezel a garas hon Bro,
Oh ! deut en dro !
Soniou ha gwerziou kanet a viskoaz
Gant hon C’hendadou… Traou fur ha dinoaz,
Deut ha deut c’hoaz…