Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/382

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
354
ma garrek



Neuze ma spered tec’het digant e liammou,
Ac’h a seder da redek traouien ha meneou…

Klevet a ran an ezen o vouskan en deliou,
En eur dremen war ma drem he skanva ma foaniou.

An evnedigou bihan araok mont da gousket
A glevan o kimiadi d’an de zo tremenet.

Neuze war-zu an Nenvou, ma daoulagad eürus
A wel en oabl o lintri ar stered lugernus ;

Ha gant sklerijen al loar e zeblant d’in gwelet,
Lutined-noz o lampât touez ar c’hoat droug-livet.

An holl draou-ze unanet a luskell ma c’halon,
Ha, tra ma sonjan enne e kavan eun tam zon.

Evelse war ma garrek, bemnoz araok ma c’hoan,
Me ac’h a da hunvreal, me ac’h a da vouskân…

Warni en em blijan kalz pell dimeus an anken
Rak warni eo e savan en peuc’h pep kanaouen.

Enpad ma vevin eta me a yelo bemnoz
Da gana war ma garrek Bro goant ma Zadou koz !

Ha goude ma vin maro, piou a oar ?… Marteze
Vo klevet us d’am garrek mouez ma Zelen bemde…