Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/373

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
345
mili


Ar C’housk, Breiz-Izel ;
Ganti hon bro garet
A vijet luskellet
Dous en he c’havel…

C’hoant am oa da c’houzout,
Hag ive d’anveout
Perc’henn ar vouezig,
Hag eus ma c’hampr kerkent
E teuis war an hent
Da glask an eostig.

— Arabad ober trouz,
Skoemp, skoemp eo al lapouz, —
Eme tud an ti,
Bez sioul mar karez
Klevet henoz ar vouez,
Arc’hoaz n’he c’hlevi…

Hag e chomis eno,
Kluchet war an treuzo,
Didrouz, dilavar ;
Ar vouez drant a gase
A draouien da vene,
Kanaouen dispar !