Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/368

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AR GOGEZ


Chilaouet holl ha chilaouet,
Tran lar di re no
Eur zon a zo neve zavet
Tran la di ra lon la !
Tran lar di re no !

A zo zavet d’eur rum potred,
Ma vo ankouaet ar merc’hed.

Ar gwasan tra d’ar plac’hig kez,
Ez eo dimezi d’eur gogez…

Anveout a ran eur Pipi,
En pep souben eman e fri !

Eur potrig brao eo, war ma fé,
Kaozeal flour, gwaskan goude ;

Pipi-gogez, fe d’am douac’h,
Hennez a zo ha potr, ha plac’h !