Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/342

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Spern-gwenn


d’an aotro g. corfec,

“ brug-lann ” zan-briek


I


Gwechall, yaouank, en ti ma zad,
A-hed eur c’hleuniad spern-gwenn,
Dindan ezen flour ha c’houez vad
E teuen, Yan diberc’henn,
Da glevet an eostig bihan
Er sioulder o teurel e gân ;
Hag, evurusted miz mae,
Gantan e kanen ive…

Diskan


— C’houez spern-gwenn ha kân an eostig,
A ra d’ar spered bemnoz hunvreal ;
Ha, hep gout d’ei, ar galonig
A deu sederoc’h da dri… dridal !