Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/339

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
311
ar pesk-ebrel


Yannig, evel martolod,
A sonjas eun devez
Gwelet pe fur, pe diod,
Oa Janed, e vestrez…

— « Arri eo an de-kentan ebrel,
» Kasomp eur peskig d’an durzunel…
» Janedig, ma dousig koant,
» Da Yan zo dimezet ;
» Na gemer ket nec’hamant,
» Potred all vo kavet…

O lenn eur c’helo ken glac’harus,
Janed a skuilhas daerou poanius ;
He c’harante goude-ze
A droas en kounar :
— Yan, emei, den didrue,
Te a gavo da bar ! —

II


Goude bezan redet ar môrio,
Ar bla warlerc’h Yan deuas d’ar vro ;
P’arrias en ti Janed,
Da welet anezi :
— « Doue, emezan, me gred,
» Aman zo neventi… »