Breman ’vit sec’ha ma daero,
Me yel c’hoaz da vale bro ;
Me a yelo war ma lestrig
D’ober kanvou d’am dousig !
Warnan gwagennou ar môr dôn
Luskello ma foan-galon…
Bemnoz d’al loar ha d’ar stered
Me laro ma foan-spered ;
Dirake larin eur beden
Evit ar plac’h a garen ;
Hag eus an eil môr d’egile
Me ouelo d’am charante…
Ken ma teuï an aotro Doue
Da gas gantan ma ine…