Tra zouezus, dre ma waske
Al lïen gwasoc’h a c’hlebie…
Per a boanie, rak e Vari
Hen gortoze du-hont ’n he zi :
— Arsa, emezan, moereb vad,
Me eo poent braz d’in ho kwitâd…
— Ho tigare, Per-ar-Faro,
Me zo krog ha me ho talc’ho !
Gwasket aze ha hep damant,
Goude e welfet Mari goant…
Neuze ar wrac’h koz a starde,
Ha diourrec’h Per baour a strake.
— Me da disko, o potr yaouank,
Da zont d’am gwapât war ma stank ;
Karout a rez da zous Mari,
Diwar henoz n’he gweli mui !
Lar d’ezi eta kenavo,
Rak d’it e tosta ar maro… —
Daoulagad Per oa dislonket
Hag e vleo war e benn zavet ;