Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/307

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
279
peden ar mousig



Oh ! pa deuïo d’ho chapel
Bemnoz da hirvoudi,
Roet d’am mam baour skoazel,
Frealzet anezi…

Distanet d’ezi he foan,
Ma zad zo bet beuzet ;
Mar varvfe ar mous bihan,
He c’halon ’ve rannet…

O Gwerc’hez dous ha dinam,
Rouanez Breiz-Izel,
Miret ar bugel d’e vam
Hag e vam d’ar bugel !

Mari, Stereden-ar-Môr,
Klevit ouz ma feden,
Difennit mousig Arvor
Breman ha da viken !


————