Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/305

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Peden ar Mousig


War dôn : D’hon mam zantez Anna.

D’an aotro Durand “ Zant Erwan ” person Tredrez


Diskan


O Gwerc’hez, ma mam-zantel,
Itron ar Goz-Yeodet,
Chilaouet mouez ar bugel
Zo dirazoc’h stouet !

Digouezet eo an amzer
Red mad eo d’in hirie
En despet d’am oad tener,
Gonit ma zam bue…

An daerou em daoulagad
E kwitean ma Bro ;
Vel ma zud koz ha ma zad
Vin martolod d’am zro.