En tu-all d’ar mor pell a oa An heol a oa kuzet,
Hag en eun nosvez ar gaera Al loar a oa zavet ;
Moueziou klemmus ar c’haouennou En noz na glevjed ken,
Sioul ha didrouz dre an henchou E kerze an Awen [1].
Neuze war douar Lexobi Lez-hanvet Ar Yeodet,
Deus forz bale, ken dizoursi, Me a zo ’n em gavet ;