Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/283

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AN EMZIVADEZ


War dôn : Ar Yeodet


I


Me zo eur paourkez emzivadez,
A c’hlac’har karget ma buegez,
Ma-unan e skuilhan daerou
Aliez…
Netra na skanva ma foanio
Garo !

Abred e kollis ma mam, ma zad,
N’am eus biskoaz oc’h anveet mad ;
Chom ma-unanig… O gwasan
Kalonad !
Tad ha mam ennoc’h e sonjan
Breman…