Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/265

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
237
chom en breiz-izel



Chom da veva en harz an iliz,
Elec’h ma ’z out bet badezet,
Kichen ar vered ’lec’h ma tiskwiz
Da gerent koz pell zo marvet…
Ha neuze ive
E c’halli goude
Diskwiza gante ’barz an hevelep be…
O chom en bro da gavel,
Chom, chom en Breiz-Izel !

Pep tra en Breiz a bed ac’hanoud
Da chom en o c’hichen, ’n o zouez,
Chilaou anê, holl o deus galloud
War da galon a Vreizadez…
O kaeran peden,
E laront d’an den
A c’hoanta kwitât e Vam-vro da viken :
O chom en bro da gavel,
Chom, chom en Breiz-Izel !

Kas pell diouit ar sonj divalo
An eus trubuilhet da spered,
Chom breman da veva en ez Pro,
Enni ’z po levenez bepred…