Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/251

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
223
ma dousig koant



Ma dousig koant ! Henvel eo ouz eun êlig,
Dous ha tener…
He daoulagad zo glaz, lirzin, birvidik,
Dalc’hmad seder,
He zellou dôn leun a spi, a garante
Zo eur zeblant
Dimeuz kaerder ha levenez hec’h ine,
Ma dousig koant !

Kaer dreist peb tra ez eo ma muian-karet,
Ma ferlezen !
He bleo ken flour a zo du ha klaouieret
War he zâl gwen ;
He diouchod ru ’ro d’ei kement a c’hened,
Ma laran drant,
Ez eo ar c’hoantan en touez an holl verc’hed
Ma dousig koant

He mouez sklintin a gomz d’in ken frealzus
En eur grena,
Ma trid em c’hreiz ma c’halonig evurus
Ha leun a joa…
He c’hân zo kaer evel hini an evned,
Eveltan drant,
Ouz e glevet ’nijan betek ar stered,
Ma dousig koant !