Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xiii
kenskrid

unan eus ma mignoned — eo bet digouezet d’in azea evit lemmel eus ma zreid pikou lemm ha kaled, hadet gant tud fall dre henchou ar vue…

Ma flijadur, ma foan, ma levenez eo o deus a bep eil stennet kerden ma Zelen. Ze zo kiriek e kaver em Bleuniou a bep seurt zoniou ha, dreist-holl, zoniou yaouankiz.

Ma zoniou yaouankiz… Nag a bennad evurusted n’am eus ket bet oc’h ober anê !

Nag a wech n’on ket bet chomet ma-unan da hunvreal en kreiz ar c’hoajou dôn, eus sklerijen al loar, pe c’hoaz war riblou karet ar môr o sonjal en eun dousig bennak diwanet du-hont… du-hont, en eun draouiennig penc’hus a Vreiz !

Ma zoniou yaouankiz ! Ouz o lenn pep den yaouank a c’houzanvo aliez o hadveva en e ziabarz meur a bennad eus e amzer dremenet, pennadou tarnijet pell a vo, marteze, mes war an tôl dihunet ken beo, ma lezfont en e galon, evel pa lavarfen eur c’houez vad amzeriou diagent… Ouz o lenn e lavaro : — « Me ive am eus bet karet ! »


—o—


Ma Bleuniou Yaouankiz o deus c’hoaz eun digare all. Moullet int, dreist-holl, evit reï d’an dud yaouank peadra da gana, rak, evel an evn, an den yaouank a renk kana…

Roomp dezan eta zoniou brezonek, zoniou fur ha tener war an dro, hag an den yaouank na breno ken war varc’hallac’h ar c’heriou braz, an hanter kant