Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/241

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
213
ar garante guzet


II


Aboue ebarz ar c’hoajou e ven o hirvoudi,
Daoust na penoz a rin evit laret d’ezi ?

Pa ven pell, pell diouti, kollet em hunvreou,
Me a lavar neuze : — Outi me ’anzavo !

Siouaz ! pa ven ’n he c’hichen e choman dilavar,
Eus peb tra a gomzan nemed eus ma glac’har…

Me garfe vit komz ganti kavout mouez an Awen [1]
Pa gân dous ha tener war gerden ma Zelen,

Me garfe kavout ive mouez drant al lapousig
Evit laret d’ezi : — Ma dous, ma c’halonig ! !

III


Pa n’am eus mouez an Awen, na kân al lapoused,
Me gaso d’am dousig ma hirvoudou bepred ;

Eostig a gân er c’hoat dôn, kerz ’ta evidon-me
Da welet ma mestrez, lar d’ei ma c’harante…

Lavar d’ezi dre da gân : — « Turzunel ar goantan,
» Vit da wellan mignon, ez on-me deut aman…

» Deut ez on da laret d’it ar garante wirion
» A verv evidout-te ebarz kreiz e galon !

  1. l’Inspiration